DISKLERIADUR HOLLVEDEL GWIRIOU MAB-DEN 
Embannet gant ar Broadou-Unanet d'an 10 a viz Kerzu 1948 
Rakger
--O veza ma'z eo war anaout an dellezegezh enstag ouzh holl izili an denelezh hag o gwirio par ha diwerzhus eo diazezet ar frankiz, ar reizhded hag ar peoc'h, 
_ o veza ma'z eo war dizanaout ha dismegasi gwirio mab-den eo bet ganet an akto a varbariezh a sav koustias mab-den en o enep, ha ma'z eo bet embannet eo donedigezh ur bed a vo enna gant an dud frankiz da gomz ha da gredi, dieubet ma vint diouzh ar spont hag an dienez, a zo mennad uhela mab-den, 
--o veza ma'z eo ret-holl diwall gwirio mabden gant reolenn al lezenn evit na vefe ket rediet an dud d'en em sevel ouzh an tirantegezh hag ar gwaskerezh da rekour diwezha, 
--o veza ma'z eo ret-holl kas war-raok an darempredo a vignoniezh etre ar broado, 
--o veza ma'z eo bet embannet adarre er Garta gant poblo ar Broado-Unanet o feiz e gwirio diazez mab-den, e dellezegezh ha talvoudegezh mab-den, e parded ar baotred hag ar merc'hed en o gwirio, ha ma'z eo bet disklriet ganto e oant mennet da gas war-raok an diorroadur kevredigezhel ha da wellaat an aozio-buhez en ur frankiz vrasoc'h, 
--o veza ma'z eo bet gouestlet gant ar Stado-Ezel diogeli, gant kenlabour Aozadur ar Broado-Unanet, an doujas hollvedel ha gwirion ouzh gwirio mab-den hag ar frankizio pennan, 
--hago veza ma'z eo a bouez bras kengompren ar gwirio hag ar frankizio-ma a-benn seveni ar gouestl, 
EZ EMBANN 
AR VODADEG-VEUR 
DISKLERIADUR HOLLVEDEL GWIRIO MABDEN 
evel uhelvennad boutin da veza diraezet gant an holl boblo hag an holl vroado, d'an holl dud hag ensavadurio, gant an Disklriadur-ma atav en o freder, da lakaat kreski dre ar c'helenn hag an deskadurezh, an doujans ouzh ar gwirio ha frankizio-ma, d'o lakaat da veza anavezet ha sevenet tamm-ha-tamm da vat hag e pep lec'h, dre ziarbenno broadel hag etrevroadel, koulz e-touez poblo ar Stado-Ezel hag e-touez ar re zo war zouaro dindan o lezenno. 
Mellad unan (1)
Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirio eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont beva an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh. 
Mellad daou (2)
Da bep hini eo an holl wirio ha frankizio embannet en disklriadur-ma, hep ket a ziforc'h, a ouenn, a liv, a reizh, a yezh, a veno politikel pe a veno all, a orin broadel pe gevredigezhel, a leve, a c'hanedigezh pe a natur all. 
Ouzhpenn-se ne vo graet diforc'h ebet hervez statud politikel, lezennel pe etrevroadel, arvro pe an dachenn-vro ema an den dindan he lezenn, pe dizalc'h pe dindan verezeh e ve, diemren pe bevennet hec'h aotrouniezh en ur stumm bennak. 
Mellad tri (3)
Gwir a zo gant pep hini d'ar vuhez, d'ar frankiz, ha d'an diogelroez evita. 
Mellad peuar (4)
Ne vo dalc'het den er sklaverezh nag er sujidigezh; berzet e vo kement stumm a sklaverezh hag a werzha-sklaved. 
Mellad pemp (5)
Ne vo lakaet den da c'houzav ar jahinerezh, na doareo pe kastizo kriz ha didruez. 
Mellad c'hwec'h (6)
Gwir pep hini eo e vefe anavezet e bersonelezh lezennel e pep lec'h. 
Mellad seizh (7)
Par eo an holl dirak al lezenn ha gwir o deus da veza diwallet ganti. Holl o deus gwir da veza diwallet hevel diouzh kement gwallziforc'h a dorrfe an Disklriadur-ma ha diouzh kement tra a zegasfe seurt diforc'hio. 
Mellad eizh (8)
Pep hini en deus gwir da gaout digoll gwirion dirak lezio-barn broadel kenveliek evit obero o dije torret ar gwirio diazez anavezet dezha gant ar Vonreizh pa al lezenn. 
Mellad nav (9)
Den ebet ne vo harzet, bac'het pe harluet diouzh c'hoant. 
Mellad dek (10)
Ur gwir par da hini ar re all a zo gant pep hini da veza klevet dirak an holl ha gant reizhded gant ul lez-varn dizalc'h ha neptu, dezhi da dermena e wirio ha dleado hag an tamallo graet dezha. 
Mellad unnek (11)
1. Digablus eo kement den a zo tamallet dezha ur felladenn ken na vo prouet eo kablus hervez al lezenn en ur prosez digor d'an holl ma vo bet diogelet dezha an holl wareziou ret d'en em zifenn. 
2. Ne vo kondaonet den ebet en abeg da obero pe da nannobero ha ne oant ket felladenno hervez ar gwir broadel pe etrevroadel d'ar mare ma oant c'hoarvezet. Den kennebeut ne vo barnet d'ur c'hastiz krevoc'h eget an hini a oa hervez al lezenn d'ar mare ma oa bet graet ar felladenn. 
Mellad daouzek (12)
Den ebet ne vo emellet diouzh c'hoant en e vuhez prevez, e diegezh, e annez pe e lizhiri, ha ne vo ket stoket ouzh e enor nag ouzh e vrud. Pep hini en deus gwir da gaout gwarez digant al lezenn diouzh emelladenno ha tagadenno a seurt-se. 
Mellad trizek (13)
1. Pep den en deus gwir da vont ha dont en e frankiz ha da zibab e annez e diabarzh ur Stad. 
2. Pep den en deus gwir da guitaat ne vern pe vro, da guitaat e vro-e zoken ha da zont en-dro dezhi. 
Mellad pevarzek (14)
1. Pep den en deus gwir da glask repu ha da gavout bod e broio all pa vez heskinerezh. 
2. Ar gwir-ma n'haller ket davei dezha pa vez klask war un den gant gwir abeg evit torfedo a genwir pe evit obero kontrol da balio ha pennaenno ar Broado-Unanet. 
Mellad pemzek (15)
1. Pep den en deus gwir da gaout ur vroadelezh. 
2. Den ebet ne vo tennet e vroadelezh diganta nag ar gwir da gemma e vroadelezh diouzh c'hoant. 
Mellad c'hwezek (16)
1. Gwir o deus ar wazed hag ar merc'hed adalek an oad da zimezi, ne vern o gouenn, o broadelezh, pe o relijion, da zimezi ha da sevel tiegezh. Gwirio par zo dezho e-kever an dimezi, e-pad ar briedelezh hag e-kever an dibriedi. 
2. Ne c'hell beza dimezi ebet hep asant gwir ha dieub an danvez-priedo. 
3. An tiegezh eo maen diazez naturel ar gevredigezh, ha gwir en deus da gaout gwarez ar gevredigezh hag ar Stad. 
Mellad seitek (17)
1. Pep den en deus gwir da veza perc'henn e-unan pe a-gevret gant tud all. 
2. Den ebet ne vo tennet e berc'hentiezh diganta diouzh c'hoant. 
Mellad triwec'h (18)
Pep den en deus gwir da gaout frankiz ar soj, ar goustias hag ar relijion; er gwir-ma ema ivez ar frankiz da gemma e relijion pe e gredenn, hag ivez ar frankiz da ziskulia e relijion pe e gredenn, eunan pe a-stroll, dirak an holl pe en-prevez, dre ar c'helenn, an obero, an azeulerezh pe al liderezh. 
Mellad naontek (19)
Pep hini en deus gwir d'ar frankiz d'ober e veno ha d'en disklria, da lavarout eo gwir da chom hep beza trubuilhet en abeg d'e vennozhio, gwir da glask, da resev ha da skigna keleier ha mennozhio, dre n'eus forzh pe zoare disklria, hep teurel pled ouzh an harzo. 
Mellad ugent (20)
1. Pep den en deus gwir d'ar frankiz d'en em voda ha d'en em gevrea e peoc'h. 
2. Den ne c'hell beza rediet da veza ezel eus ur gevredigezh. 
Mellad unan warn-ugent (21)
1. Pep hini en deus gwir da gemer perzh e gouarnerezh e vro, war-eeun pe dre hantererezh dileuridi dibabet hep gwaskerezh. 
2. Pep hini, par d'ar re al, en deus gwir da gaout kargo publik en e vro. 
3. Youl ar bobl eo diazez aotrouniezh ar galloud publik; disklriet e vo ar youl-se e dilennadego onest ha mareadek gant mouezhierezh an holl, dre baperenno kuzh pe dre zoareo mouezhia kevatal o tiogeli frankiz ar vouezhiadeg. 
Mellad daou warn-ugent (22)
Pep den, evel ezel eus ar gevredigezh, en deus gwir d'ar c'hedskor ha da gaout e walc'h eus ar gwirio armerzhel, kevredigezhel ha sevenadurel en deus ezhomm evit e zellezegezh ha diorroadur dinask e bersonelezh a-drugarez d'ar strivadeg vroadel ha d'ar c'henlabour etrevroadel, en ur zerc'hel kont eus aozadur ha pinvidigezh ar vro. 
Mellad tri warn-ugent (23)
1. Pep den en deus gwir da labourat, da zibab al labour a gar, da gaout aozio labour reizh ha dereat, ha da veza gwarezet diouzh an dilabour. 
2. Pep den en deus gwir, hep gwallziforc'h ebet, da gaout an hevelep gopr evit an hevelep labour. 
3. An neb a labour en deus gwir da veza paeet reizh ha mat evit ma c'hellfe, e hag e diegezh, beva en un doare a zere ouzh dellezegezh mab-den, ha mar deo ret ouzhpenn, da gaout gwarez kevredigezhel dre hento all. 
4. Pep den en deus gwir da sevel sindikado pe da emezela enno evit difenn e lazio. 
Mellad pevar warn-ugent (24)
Pep hini en deus gwir da ziskuizha ha da gaout lezir, da gaout un amzer-labour bevennet poellek ha vakaso mareadek paeet. 
Mellad pemp warn-ugent (25)
1. Pep den en deus gwir da gaout ul live-beva dereat evit e yec'hed, e aezamant ha hini e diegezh da lavarout eo: boued, dilhad, lojeiz, skoazell ar vezegiezh hag ar servijo kevredigezhel zo ezhomm; gwir en deus ivez d'an diogelroez ma c'hoarvez dezha beza dilabour, klav, mac'hagnet, instavet, kozh, pe koll an tu da gaout peadra da veva en desped dezha. 
2. Ar mammo hag ar vugale o deus gwir da gaout harp ha skoazell dreist an holl. An hol vugale, ganet eus tud dimezet pe dizimez, o devo ar emmes gwares kevredigezhel. 
Mellad c'hwec'h warn-ugent (26)
1. Pep den en deus gwir da gaout deskadurezh. Digoust e tle beza an deskadurezh, da vihana an deskadurezh kenta ha diazez. Ret ha dleet eo ar gelennadurezh kenta. D'an holl e tle beza kinniget ar gelennadurezh teknikel ha micherel, d'an holl e vo roet tu d'ober studio uhel hervez o dellid. 
2. Pal an deskadurezh eo diorren personelezh mab-den ha lakaat douja muioc'h gwirio mab-den hag ar frankizio diazez. Drezi e klaskor kreski ar c'hengompren, an habaskted hag ar vignoniezh etre an holl vroado hag an holl strollado a ouenn pe a relijion dishevel, hag ivez kas war-raok obererezh ar Broado-Unanet evit derc'hel ar peoc'h. 
3. An tado ha mammo, da genta, o deus gwir da zibab an doare deskadurezh a vo roet d'o bugale. 
Mellad seizh warn-ugent (27)
1. Pep hini en deus gwir da gemer perzh evel a gar e buhez sevenadurel ar gumuniezh, da gaout dudi gant an arzo, da gemer perzh en araokadeg ar skianto ha da gaout e lod eus ar mado degaset ganti. 
2. Pep den en deus gwir da gaout e lazio speredel ha danvezel deuet diwar an oberenno skiantel, lennegel pe arzel savet ganta. 
Mellad eizh warn-ugent (28)
Pep hini en deus gwir e renfe un urzh kevredigezhel hag etrevroadel a c'hellfe beza peurseven