
======================================================================
LennitMe LibreOffice 6.3
======================================================================


For the latest updates to this readme file, see https://www.libreoffice.org/welcome/readme.html

Er restr-mañ ez eus titouroù pouezus diwar-benn ar meziant LibreOffice. Erbedet eo deoc'h lenn an titouroù-mañ gant un doare aketus kent kregiñ gant ar staliañ.

The LibreOffice community is responsible for the development of this product, and invites you to consider participating as a community member. If you are a new user, you can visit the LibreOffice site, where you will find lots of information about the LibreOffice project and the communities that exist around it. Go to https://www.libreoffice.org/.

Ha digoust eo LibreOffice evit gwir evit an holl arveriaded ?
----------------------------------------------------------------------

Digoust eo LibreOffice evit an holl dud. Tapet e vez an eilad-mañ eus LibreOffice ha staliet e vez war an holl urzhiataerioù a blijo deoc'h, graet e vez gantañ a-benn ober pep tra a blijo deoc'h (en o zouez arveroù kenwerzhel, er melestradurezh hag en aozadurioù gouarnamant hag evit ar c'helenn). A-benn gouzout hiroc'h, lennit al lañvaz pourchaset gant ar bellgargadenn-mañ eus LibreOffice.

Perak eo digoust LibreOffice evit an holl arveriaded ?
----------------------------------------------------------------------

Digoust e vez graet gant LibreOffice rak perzhiaded hiniennel hag embregerezhioù o deus ergrafet, diorroet, prouadet, troet, savet teuliadurioù, graet bruderezh ha roet skoazell gant kalz doareoù all a-benn lakaat LibreOffice da vezañ pezh a dalv da vezañ bremañ : an heuliad burevek digor e darzh pennañ er bed.

If you appreciate their efforts, and would like to ensure that LibreOffice continues to be available far into the future, please consider contributing to the project - see https://www.documentfoundation.org/contribution/ for details. Everyone can make a contribution of some kind.

----------------------------------------------------------------------
Notennoù diwar-benn ar staliañ
----------------------------------------------------------------------

Ezhomm ez eus un handelv nevez eus Java Runtime Environment (JRE) gant LibreOffice a-benn kaout an holl geweriusterioù. N'emañ ket JRE e-touez pakadoù staliañ LibreOffice. Ret e vo e staliañ diouzh e du.

Ezhommoù a-fet reizhiad
----------------------------------------------------------------------

Peurliesañ e vez erbedet staliañ LibreOffice dre an doare staliañ erbedet gant ho tasparzhadenn Linux (evel Ubuntu Software Center evit Ubuntu Linux). An doare eeunañ eo a-benn staliañ ar meziant gant un doare gwellek war ho reizhiad. Evit gwir eo bet staliet LibreOffice dre ziouer moarvat war ho reizhiad pa hoc'h eus staliet ho reizhiad korvoiñ Linux.

Pourchaset eo ar meziant staliañ "emren" evit LibreOffice evit an arveriaded, hag a fell dezho kaout un alberz, o deus ezhommoù spesadel pe zivoutin.

* Kraoñell Linux handelv 2.6.18 pe nevesoc'h ;
* glibc2 handelv 2.5 pe nevesoc'h ;
* freetype handelv 2.2.0 pe nevesoc'h ;
* gtk handelv 2.10.4 pe nevesoc'h ;
* Gnome 2.16 pe nevesoc'h, gant gail 1.9 hag ar pakadoù at-spi 1.7 (azgoulennet evit an ostilhoù dre galvezouriezh ameilañ [AT]), pe ur c'hetal arveriad dre gevregañ keverlec'h (GUI) (evel KDE e-touez re all).

Ur bern dasparzhioù Linux ez eus ha dibarzhioù doareoù staliañ disheñvel ez eus ivez (KDE a-enep Gnome, h.a.) e-kreiz an hevelep dasparzh Linux. Dasparzhioù zo a ginnig o handelv dezho eus LibreOffice a c'hallfe bezañ gant keweriusterioù disheñvel diouzh an handelv-mañ eus LibreOffice kinniget gant ar gumuniezh-mañ. Staliet e vez memes tra an handelv eus LibreOffice kinniget gant ar gumuniezh hag an handelv pourchaset gant an dasparzh. Koulskoude e kavot gwell, marteze, dilemel an handelv genidik kent staliañ handelv ar gumuniezh. Da c'houzout hiroc'h, lennit al loazioù skoazellañ evit an arveriaded evit ho tasparzh Linux.

Erbedet eo deoc'h gwarediñ ho reizhiad hag ho roadennoù kent dilemel pe staliañ meziantoù.

Bezit sur ez eus memor dieub a-walc'h e kavlec'hiad padennek eus ho reizhiad ha bezit sur eo bet gwarantet ar gwirioù lenn, skrivañ hag erounit evidoc'h. Serrit an holl veziantoù kent kregiñ gant ar staliañ.

Staliadur eus LibreOffice war ar reizhiadoù diazezet war Linux mod Debian/Ubuntu
----------------------------------------------------------------------

Evit kaout ditouroù da staliañ ur pakad yezh (goude ma 'z eo bet staliet an handelv e saozneg mod SUA eus LibreOffice), lennit, mar plij, ar gevrennad amañ dindan anvet Staliañ ur pakad yezh.

Pa zigoazhit an diell pellgarget e welot ez eo bet digoazhet an endalc'had e-barzh un iskavlec'hiad. Digerit ur prenestr da ardeiñ ar restroù ha kemmit ar c'havlec'hiad evit kemer an hini a grog gant "LibreOffice_", heuliet gant un niverenn handelv ha titouroù a-zivout ar savenn.

Un iskavlec'hiad anvet "DEBS" ez eus er c'havlec'hiad-mañ. Kemmañ ar c'havlec'hiad evit ar c'havlec'hiad "DEBS".

Klikit a-zehou war ar c'havlec'hiad ha dibabit "Digeriñ en un dermenell". Ur prenestr a zigoro. Diouzh linenn arc'had prenestr ar penel, enankit an arc'had da heul (goulennet e vo diganeoc'h enankañ ho ker-tremen kent ma vo erounezet an arc'had) :

Staliet e vo LibreOffice hag ar pakadoù enframmañ er burev gant an arc'hadoù da heul (eilet-peget e vez e prenestr an dermenell kentoc'h eget bezañ bizskrivet mar fell deoc'h) :

sudo dpkg -i *.deb

Peurechu eo ar staliañ bremañ hag arlunioù evit holl arloadoù LibreOffice a zlefe bezañ war lañser an arlunioù burevek ho purev.

Staliadur LibreOffice war reizhiadoù Linux mod Fedora, openSuse, Mandriva ha re all en ur ober gant ar pakadoù RPM
----------------------------------------------------------------------

Evit kaout ditouroù da staliañ ur pakad yezh (goude ma 'z eo bet staliet an handelv e saozneg mod SUA eus LibreOffice), lennit, mar plij, ar gevrennad amañ dindan anvet Staliañ ur pakad yezh.

Pa zigoazhit an diell pellgarget e welot ez eo bet digoazhet an endalc'had e-barzh un iskavlec'hiad. Digerit ur prenestr da ardeiñ ar restroù ha kemmit ar c'havlec'hiad evit kemer an hini a grog gant "LibreOffice_", heuliet gant un niverenn handelv ha titouroù a-zivout ar savenn.

Un iskavlec'hiad anvet "RPMS" ez eus er c'havlec'hiad-mañ. Kemmañ ar c'havlec'hiad evit ar c'havlec'hiad "RPMS".

Klikit a-zehou war ar c'havlec'hiad ha dibabit "Digeriñ en un dermenell". Ur prenestr a zigoro. Diouzh linenn arc'had prenestr ar penel, enankit an arc'had da heul (goulennet e vo diganeoc'h enankañ ho ker-tremen kent ma vo erounezet an arc'had) :

Evit reizhiadoù mod Fedora : su -c 'yum install *freedesktop*.rpm'

Evit reizhiadoù mod Mandriva : sudo urpmi *.rpm

Evit reizhiadoù all diazezet war RPM (openSuse, h.a.) : rpm -Uvh *.rpm

Peurechu eo ar staliañ bremañ hag arlunioù evit holl arloadoù LibreOffice a zlefe bezañ war lañser an arlunioù burevek ho purev.

A-hend-all e vez arveret ar skript 'install', a zo e kavlec'hiad uhelañ an diell-mañ da erounit ar staliañ evel un arveriad. Arventennet e vo LibreOffice gant ar skript da gaout e aelad dezhañ evit ar staliañ-mañ, dispartiet diouzh hoc'h aelad LibreOffice reizh. Notennit ne vo ket staliet lodoù enframmañ ar reizhiad evel elfennoù lañser ar burev hag enrolladurioù mod MIME ar burev.

Notennoù a-zivout enkorfadur er burev evit an dasparzhiadoù Linux nad int ket dedennet gant an ditouroù staliañ a-us
----------------------------------------------------------------------

Moarvat e tlefe bezañ staliet LibreOffice war dasparzhiadoù Linux nad int ket dedennet gant an ditouroù staliañ-mañ. An diforc'h pennañ a vo e-keñver enkorfadur en amva burevek moarvat.

The RPMS (or DEBS, respectively) directory also contains a package named libreoffice6.3-freedesktop-menus-6.3.0.1-1.noarch.rpm (or libreoffice6.3-debian-menus_6.3.0.1-1_all.deb, respectively, or similar). This is a package for all Linux distributions that support the Freedesktop.org specifications/recommendations (https://en.wikipedia.org/wiki/Freedesktop.org), and is provided for installation on other Linux distributions not covered in the aforementioned instructions.

Staliadur ur pakad yezh
----------------------------------------------------------------------

Pellgargit ar pakad yezh evit ar yezh hag ar savenn a fell deoc'h. Emaint war an hevelep lec'h hag an diell staliañ pennañ. Gant Nautilus, an ardoer restroù, eztennit an diell pellgarget en ur c'havlec'hiad (ho purev da skouer). Bezit sur hoc'h eus kuitaet holl arloadoù LibreOffice (en ozouez al loc'hañ herrek mard eo bet lañset).

Kemmit ar c'havlec'hiad evit mont d'ar c'havlec'hiad ma 'z eo bet eztennet ho pakad yezh pellgarget.

Kemmit ar c'havlec'hiad evit mont d'ar c'havlec'hiad krouet e-pad an eztennañ. Da skouer, evit pakad yezh ar brezhoneg evit ur reizhiad diazezet war Debian/Ubuntu mod 32 bit e vo anvet ar c'havlec'hiad LibreOffice_, gant titouroù ouzhpenn, plus Linux_x86_langpack-deb_br.

Kemmit ar c'havlec'hiad evit mont d'ar c'havlec'hiad gant ar pakadoù da staliañ. Gant ar reizhiadoù diazezet war Debian/Ubuntu e vo anvet DEBS. Gant ar reizhiadoù diazezet war openSuze pe vMandriva e vo anvet RPMS.

Diouzh Nautilus, klikit a-zehou war ar c'havlec'hiad ha dibabit "Digeriñ en un dermenell". Ur prenestr a zigoro. Diouzh linenn arc'had prenestr ar penel, enankit an arc'had da staliañ ar pakad yezh (gant skoazell an arc'hadoù a-us ; goulennet e vo diganeoc'h enankañ ho ker-tremen kent ma vo erounezet an arc'had) :

Evit ar reizhiadoù diazezet war Debian/Ubuntu : sudo dpkg -i *.deb

Evit reizhiadoù mod Fedora : su -c 'yum install *freedesktop*.rpm'

Evit reizhiadoù mod Mandriva : sudo urpmi *.rpm

Evit ar rezhiadoù all a ra gant RPM (openSuse, hag all.): rpm -Uvh *.rpm

Bremañ, loc'hit un arload eus LibreOffice - Writer da skouer. Kit d'al lañser Ostilhoù ha dibabit Dibarzhioù. War voestad emziviz an dibarzhioù, klikit war "Arventennoù ar yezh" ha klikit neuze war 'Yezhoù". Lakait roll "Ketal an arveriad" da zibunañ ha diuzit ar yezh staliet ganeoc'h. Mar fell deoc'h, grit heñvel evit "Yezh dre ziouer an teulioù", ar "Moneiz dre ziouer" hag "Arventenn ar yezh".

Ur wech kempennet hoc'h arventennoù, klikit war Mat eo. Serriñ a ray ar voestad emziviz hag ur c'hemenn a welot o lavarout e vo gweredekaet ho kemmoù ur wech ma vo kuitaet LibreOffice ha loc'het en-dro (soñjit e vo ret kuitaat al loc'hañ herrek ma oa oberiant).

Er yezh staliet ganeoc'h e vo ketal LibreOffice ar wech a zeu ma vo loc'het.

----------------------------------------------------------------------
Kudenn gant loc'hañ ar goulev
----------------------------------------------------------------------

Diaesterioù gant loc'hañ LibreOffice (d.sk. an arloadoù a chom a-sav) hag ivez ar c'hudennoù gant ar skrammañ a vez krouet gant sturioù ar gartenn gevregañ alies. Mar tegouezho kudennoù, hizivait stur ho kartenn gevregañ pe glaskit ar sturioù kevregañ pourchaset gant ho reizhiad korvoiñ. An diaesterioù da skrammañ ergorennoù mod 3M a vez diskoulmet dre ziweredekaat an dibarzh "Arverañ OpenGL" dre 'Ostilhoù - Dibarzhioù - LibreOffice - Gwel - Gwel 3M'.

----------------------------------------------------------------------
Berradennoù klavier
----------------------------------------------------------------------

Arveret e vez gant LibreOffice ar berradennoù klavier (kedaozadur stokelloù) nad int ket arveret gant ar reizhiad korvoiñ hepken. Ma ned a ket en-dro ur c'hedaozadur stokelloù e LibreOffice evel ma 'z eo bet deskrivet gant skoazell LibreOffice, gwiriit hag-eñ n'eo ket arveret ar verradenn glavier-mañ gant ar reizhiad korvoiñ. A-benn kempenn ur c'henniñv evel hennezh e c'hallit kemmañ ar stokelloù deverket d'ar reizhiad korvoiñ. A-hend-all, kemmit deverkadur ar stokelloù e LibreOffice. Da gouzout hiroc'h diwar-benn an danvez-mañ, kit da lenn skoazell LibreOffice pe skoazell ho reizhiad korvoiñ.

----------------------------------------------------------------------
Prennadur ur restr
----------------------------------------------------------------------

Gweredekaet eo ar prennañ restroù dre ziouer e LibreOffice. Gant ur rouedad a arver Network File System protocol (NFS - Komenad reizhiad restroù ar rouedadoù), e rank an daemon-prennañ evit an arvalion mod NFS bezañ oberiant. A-benn diweredekaat ar prennañ restroù, embannit ar skript soffice ha kemmit al linenn "export SAL_ENABLE_FILE_LOCKING" da "# export SAL_ENABLE_FILE_LOCKING". Mar diweredekaiot ar prennañ restroù ne vo ket strishaet an haeziñ skrivañ war un teul ouzh an arveriad kentañ en doa digoret an teul.

----------------------------------------------------------------------
Digonusted kevregañ
----------------------------------------------------------------------

Dre ziouer e vez harpet an neuz kaer gant LibreOffice e koll an tizh. Mar bez gwelet eo re c'horrek ar skrammañ, lazhañ 'Ostilhoù - Dibarzhioù - LibreOffice - Gwel - Arverañ al lufrañ' a zlefe bezañ talvoudus.

----------------------------------------------------------------------
Notennoù pouezus a-fet haezusted
----------------------------------------------------------------------

For more information on the accessibility features in LibreOffice, see https://www.libreoffice.org/accessibility/

----------------------------------------------------------------------
Skor an arveriaded
----------------------------------------------------------------------

The main support page offers various possibilities for help with LibreOffice. Your question may have already been answered - check the Community Forum at https://www.documentfoundation.org/nabble/ or search the archives of the 'users@libreoffice.org' mailing list at https://www.libreoffice.org/lists/users/. Alternatively, you can send in your questions to users@libreoffice.org. If you like to subscribe to the list (to get email responses), send an empty mail to: users+subscribe@libreoffice.org.

Also check the FAQ section at the LibreOffice website.

----------------------------------------------------------------------
Kas danevelloù a-fet beugoù & kudennoù
----------------------------------------------------------------------

Our system for reporting, tracking and solving bugs is currently Bugzilla, hosted at https://bugs.documentfoundation.org/. We encourage all users to feel entitled and welcome to report bugs that may arise on your particular platform. Energetic reporting of bugs is one of the most important contributions that the user community can make to the ongoing development and improvement of LibreOffice.

----------------------------------------------------------------------
Kemer perzh enni
----------------------------------------------------------------------

Emvataat a rafe Kumuniezh LibreOffice eus ho perzhiadur e diorren eus ar raktres digor e darzh pouezus-mañ.

As a user, you are already a valuable part of the suite's development process and we would like to encourage you to take an even more active role with a view to being a long-term contributor to the community. Please join and check out the contributing page at the LibreOffice website.

Penaos kregiñ ganti
----------------------------------------------------------------------

The best way to start contributing is to subscribe to one or more of the mailing lists, lurk for a while, and gradually use the mail archives to familiarize yourself with many of the topics covered since the LibreOffice source code was released back in October 2000. When you're comfortable, all you need to do is send an email self-introduction and jump right in. If you are familiar with Open Source Projects, check out our To-Dos list and see if there is anything you would like to help with at the LibreOffice website.

Koumanantiñ
----------------------------------------------------------------------

Here are a few of the mailing lists to which you can subscribe at https://www.libreoffice.org/get-help/mailing-lists/

* Keleier : announce@documentfoundation.org *erbedet d'an holl arveriaded* (kasoù skañv)
* Roll pennañ an arveriaded : users@global.libreoffice.org *doare aes evit teurel ur sell war ar c'hendivizoù* (kalz kemennadennoù)
* Raktres arwerzhouriezh : marketing@global.libreoffice.org *dreist an diorren* (e saozneg, kalz kemennadennoù)
* Roll hollek an diorren : libreoffice@lists.freedesktop.org (kasoù stank)

Emezelañ ouzh unan pe veur a raktres
----------------------------------------------------------------------

Ha pa n'hoc'h eus ket ur skiant prenet vras gant an enbonegañ pe gant ergrafañ ur goulev ez oc'h barrek da gemer perzh er raktres d'ober traoù pouezus. Ya, barrek oc'h !

Fiziañs hon eus ho po plijadur dre ober gant LibreOffice 6.3 hag ez eot ganeomp-ni enlinenn.

Kumuniezh LibreOffice

----------------------------------------------------------------------
Boneg tarzh arveret/daskemmet
----------------------------------------------------------------------

Lodoù Copyright 1998, 1999 James Clark. Lodoù Copyright 1996, 1998 Netscape Communications Corporation.